Pep tra mat da c'hoût a-benn reiñ un anv d'al lec'hioù
Gant Kuzul Sevenadurel Breizh zo bet nevez embannet ur blakennig da aliañ dilennidi ar strollegezhioù lec'hel war ar mod da reiñ anvioù d'al lec'hioù : d'ar straedoù, d'ar c'hêriadennoù, d'ar gumunioù nevez, pe c'hoazh d'ar c'humuniezhioù-kumun. Bodet zo bet tud gouiek ha barrek war an dañvezioù-se, da sikour an dilennidi kuit dezho ober an traoù a-dreuz. Mez penaos eo deuet d'ar c'huzul sevenadurel ar c'hoant d'en ober ? Bernez Rouz, prezidant ar c'huzul, a respont deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
Barzh ar fin eo d'an dilennidi ober pe napas ober, mez gant ar c'huzul sevenadurel, dre al levrig kaset dezho, e vez roet an holl ditouroù, hag an holl zanvezioù a vez ezhomm outo evit mont pelloc'h. En teir yezh eo bet embannet ar blakennig : galleg, brezhoneg ha gallaoueg.