àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Adunaniñ : Goulenn a ra kuzul kêr an Naoned ma vo aozet ur referendum

Adunaniñ : Goulenn a ra kuzul kêr an Naoned ma vo aozet ur referendum

Un emgav oa dirgwener e ti-kêr Naoned evit votiñ ur gouestl, "un vSu", ispisial... Evit goulenn g'ar gouarnamant aozañ ur referendum da stagañ al Liger Atantel da Vreizh. Ar pal a oa respont d'ur sinadeg hag a c'houlenn ur referendom diàr-benn Breizh pemp departamant. Ouzhepnn kant mil den o chom el Liger-Atlantel o doe sinet anezhi. Dirgwener e oa voted ar gouestl e-pad ur c'huzul kêr en Naoned, neuze. Tud 'zo a-enep pe o deus aon dirag Breizh pemp departamant. Ar sokialourien da skouer. Met voted o deus memes-tra evit goulenn g'ar stad aozañ ur referendum. N'o deus ket tud an tu enep votet, evel LREM da skouer, evit ar gouestl-se. Disemglev 'zo àr ar sujed-se. Met hervezh Pierre-Emmanuel Marais, dilennad e Kêr an Naoned, eo ar vot-se un afer demokratelezh. Displegañ a ra e soñj, ouzh mikro Yuna Cojean. Klevet hon eus Pierre Emmanuel Marais, dilennad kêr an Naoned. Aozet' vo ar memestra e Roazhon hiriv. Ret eo d'an dilennidi votiñ evit goulenn g'ar stad aozadur ur referendom.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio