àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manifestadeg evit m'o do paperioù ar repuidi e Aodoù an Arvor

Manifestadeg evit m'o do paperioù ar repuidi e Aodoù an Arvor

Ur vanifestadeg 'oa aozet disadorn, e Gwengamp, evit lakaat àr wel diaezamantoù ar repuidi da gaout paperioù. Hag eo gwashaet ar maread evit an dra-se get ar c'hovid. Dibaoe sizhunvezhioù e ya gwelloc'h an traoù e keñver emgavioù ar repuidi, evit o zeuliad, e Aodoù-an-Arvor. Met chom a ra tud hep emgavioù. Un dra all zo hag a chal ar c'hevredigezhioù sikour ar repuidi, zo eo bet skarzhet maez tud yaouank deus sistem sikourioù kuzul departamant Aodoù-an-Arvor. Heuliet oa an dud yaouank get ar c'huzul departamant e-barzh ar stern digemer « MNA : mineurs non-accompagnés ». Ar vanifestadeg e Gwengamp oa aozet evit goulenn ma vo doujet da wirioù diazez an holl repuidi, ar gwirioù sokial pe gwirioù an dilabour da skouer. Goulenn a ra ar c'hevredigezhoù ivez reiñ d'ar repuidi ar buanañ posubl ur skrid degemer, "récépissé" mar karet... Pouezhus eo dezhe peogwir 'maint o c'hortoz ar paper-se evit kaout ar gwir da labourat. Met hir eo tretamant ar paperioù. Maïwenn 'zo ezelez ar gevredigezh Kengred. Hervezi eo dav d'ar prefeti ha da c'huzul departamant leuskel amzer d'an dud d'ober o difrae melestradurel. Ur reportaj get Yuna Cojean. Ouzhpenn pevar kant den e oa er vanifestadeg e Gwengamp. Aozet 'oa get c'hwezek kevredigezh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio