"Breizh ma buhez" eo anv al listenn 'vo kaset gant Daniel Cueff da geñver an dilennadegoù rannvro
Daniel Cueff 'zo bet kuzulier rannvro ha maer Langoet 'ba Isle-ha-Gwilen. Brudet eo 'vit bout stourmet a-enep implij ar pestisid 'ba e gumun. Ar pal a zo maget gant Daniel Cueff evit an dilennadegoù rannvro 'zo sevel ul listenn hag yafe dreist d'ar strolladoù politikel. Evitañ e ranker labourat, da gentañ, war ar mod da dalañ eus ar cheñchamant hin, kas ur raktres ekonomikel evit Breizh ha sevel ur politikerezh labour-douar evit ar vro. Gant spered ar Celib, ul lobbi breton 'oa savet e-kerzh ar bloavezhioù 50 a-benn diorren ekonomiezh ar vro, e fell da vaer kozh Langoet bodañ tro dro dezhañ tud a bep seurt. En o zouez, Jean-Luc Bleunven, bet depute an tu kleiz e pastell vro Brest war ar maez.
Evit poent n'eo ket embannet anvioù an holl dud 'yaio d'ober al listenn "Breizh ma buhez" gant Daniel Cueff.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard