Seizh falc'her OGK a zo bet barnet e Gwengamp dirgwener
Seizh falc'her OGK 'oa barnet 'ba lez-varn Gwengamp digwener gaozen 'noant livet e 2016 podoù produioù da dilouzaouiñ. War lerc'h dibosubl lakaat ar podoù se en gwerzh en dro. Dre se 'oa kollet en holl muioc'h 'vit 13 000 euro gant an ter stal liorzherezh 'oa bet gweladennet gant ar falc'herien 'oa chomet difeuls. Ober brud war dro sujed implij ar glifozat met ivez produioù all 'bal labour douar eo pal seurt obererezhioù. Aotret eo c'hoazh e 2021 ar beizanted ober ganto. en desped da bromesaou Emmanuel Macron da cheñch ar sistem... Hag evit ar falc'herien eo al lezioù-barn lec'hioù a-feson evit diskouezh ar stourmoù 'zo kaset ganto. Setu 'pezh 'neus displeget Jil Killevere da Erwan Blanchard. Jil Killevere 'zo Falc'her OGK ha "Staoter en desped dezhañ". Dirak lez-varn Gwengamp e oa digwener evit harpañ e genseurted 'oa dirak ar barner. Selaouomp 'nañ diouzhtu.
'Benn fin ar gont eo bet kondaonet ar falc'herien da baeañ un tell gastiz: 1000 euro 900 anezho gant goursez. An diviz fin 'vo embannet 'benn an 2 a viz Ebrel.