àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kentelioù brezhoneg 'vo gant ar C'hNED !

Kentelioù brezhoneg 'vo gant ar C'hNED !

Asantet zo bet gant ar C'hNED, ar Greizenn Vroadel da Gelenn deus A-bell, ma vo kinniget ganto kentelioù brezhoneg. Ul lizher oa bet kaset dezhi. Sinet eo bet gant rektor akademiezh Roazhon ha gant prezidant kuzul rann-vro Breizh, evit goulenn ma vo kelennet brezhoneg ganti dre bell-gelennerezh. Pemzekteiz war-lerc'h o deus resevet asant renerezh meur ar C'hNED. Lena Louarn a zo bez-prezidantez rann-vro Breizh en karg deus yezhoù Breizh. Lâret a ra deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean penaos e oa deuet da vezañ mallus ober kement-se, dre berzh d'ar c'hudennoù degaset d'ar brezhoneg, gant reform ar vachelouriezh. Ar pezh 'zo n'eus bet embannet digerriñ nemet daou bost e koñkour ar C'hapes, evit ar bloaz-mañ en dro.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio