àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Div wezh muioc'h a vugale ospitalizet evit abegoù spered gant ar C'hovid-19

Div wezh muioc'h a vugale ospitalizet evit abegoù spered gant ar C'hovid-19

Diaes eo gouzout peseurt efedoù hollek 'n o kleñved-red ar C'hovid 19, hag an daou brantad klozañ war an dud. Ar sizhun dremenet zo bet lañset ur studi skiantel braz gant an ajañs France Assos Santé da skouer. Betek er bloavezh 2022 e vo kaset ur goulennaoueg da 10 000 den bep miz a-benn muzuliañ ar mod ma vo bet cheñchet o stad gant ar virus hag an enkañ. Hervez ar rummad tud e vo disheñvel an efedoù moarvat koulskoude. Ar riskl zo ma vo brasoc'h an efedoù war an dud breskaet dija. Nolwenn Ilias a zo leuñvourez, kineziterapeutourez e selvij ar vugale en ospital Laenneg, e Kemper. Lâret a ra penaos zo kalz muioc'h a vugale o tont d'an ospital evit abegoù spered dibaoe an enkañ kentañ. Emai deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean. Gortozet vez memes tra gant Nolwenn Ilias hag he c'henseurted ha kenseurtezed ma teuio maez disoc'hoù studiadennoù, gant siffroù resis hag a c'hell bezañ fiziet enno.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio