àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gwerziñ legumaj en eil prantad klozañ

Gwerziñ legumaj en eil prantad klozañ

Daoust m'eo digoret ar marc'hadoù, eo diaes an enkañ evit al labourerien-douar. Ijinet o deus kalz traoù evit derc'hel da werzañ e-pad ar prantad-klozañ kentañ. Dre lec'hiennoù internet pe dre zrive da skouer. Met an eil prantad, oc'h erruout a-raok fin ar bloaz, a ra aon d'ar beizanted ivez. Marine Robast a c'houniz legumaj gant he gwaz e Sant Teve. Labourat a ra gant doareoù ekologel hag ezel eo deus Kengevread ar Beizanted, Koñfederasion Peizantel ar Mor-bihan. Displegañ a ra deomp penaos eo al labour-douar er maread-mañ, ouzh mikro Yuna Cojean. Kenderc'hel a ra Marine Robast da labourat, ha da werzañ gant un Amap da skouer, ur rouedad prenerien boued produet gant peizanted. Gwerziñ a ra ivez dre al lec'hienn internet « lerelaispaysan.fr ».

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio