àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Emvodoù dre ar skrammoù : dav vez rein ur plas da bep hini

Emvodoù dre ar skrammoù : dav vez rein ur plas da bep hini

Gant klenved-red ar c'hovid-19 eo chenchet an darempred o deus an dud gant ar re all, gant al lec'hioù, ha gant an amzer, dre ma n'hellont ket bezan holl er memes amzer er memes lec'h. Ar mod m'eo chenchet labour ar stal kleweled Kaouenn a zo arouezhius a-walc'h. Boaz oa an embregerezh vreton bezan paet evit mont da filman sonadegoù lies-kamera, e Festival Etrekeltiek an Oriant da skouer, pe e hini No Border e Brest, pe c'hoazh a hed ar bloaz e kreizenn sevenadurel Amzer-Nevez e Planvour. N'eus ket deus an aemgavioù-se ken, hag eo aet Kaouenn war un dachenn all, hini an emvodoù deus a-bell... Evel ar c'huzulioù kêr, a lâr Youenn Chapalan deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio