àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gwener 6 a viz Kalan-Gouiañv

Gwener 6 a viz Kalan-Gouiañv

Hiriv b'an abadenn vitin oe bet klevet prezidant Sonerion nevez dilennet Didier Mercier. Displeget en doe petra eo an 2 raktres a vehe kontant kas de benn, ha peh sell en deus tro-dro d'an enkadenn yec'hed evit ar bagadoù. Youl a zo get ar rouedad RAOK, evit diorren ar vuhez e brezhoneg e Kreiz Breizh. Padrig Feroc en doe displeget razh ar raktresoù àr ar stern. Frañsez Favereau, a zo e tihan embann pedervet levrenn lennegezh ar brehzoneg en 20vet kantved (1968-2000) en doe kontet hirroc'h da D/Tomaz Laken, un tañvañ ag ar pennad-kaoz a zo da selaou en abadenn ivez. Heuliit Enora Molac e porzh-skol Skolaj-Lise Diwan Gwened, de glevout ivez e kreiz an abadenn.

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio