"Koktel ar vuhez", un dastumad danevelloù farsus ha kriz war an dro
E fin ar s'un 'oa dalc'het Gouel al levrioù e Breizh e Karaez. Digarez deomp d'ober anaoudegezh gant skrivagnerien nevez. En o zouez 'mañ Jil Penneg a ginnige e levr kentañ, un dastumad danevelloù, "Koktel ar vuhez" e anv. Gantañ 'vo klevet pelloc'h, deus mikro Tugdual Karluer.