àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Goude ganedigezh ur bugel c'hallo an tadoù chom 28 devezh gantañ!

Goude ganedigezh ur bugel c'hallo an tadoù chom 28 devezh gantañ!

Hiraat an ehan kerentiezh evit an eil den er c'houplad a zo ur beñveg da vroudañ an ingalded etrezo. Hiriv an deiz e chom 30% deus an tadoù na gemeront ket a ehan ur wezh ganet o c'hrouadur, dreist-holl ar re hag a zo staliet war o c'hont. Adalek an devezh kentañ a viz Gouere 2021 e vo doublet an niver a zevezhioù ehan evit an eil den. Gant Emmanuel Macron oa bet embannet ar sizhun dremenet e c'hello an dud kemer 28 devezh a ehan kerentiezh a-benn nebeut. Brendan a zo bet tad evit ar wezh kentañ un nebeut mizioù 'zo. Lâret a ra deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean eo pouezus tre gellet tremen amzer gant e grouadur e mareoù kentañ e vuhez... Diskinnig : Gant al lezenn nevez e teu Bro-C'hall da vezañ e touez ar broioù Europad gant an ehan hirañ, met chom a ra pell war lerc'h broioù an hanternoz 'vel e bro Finland, da skouer, e c'hell an daou gerent kemer 7 mizvezh a ehan kerentiezh. Danevell ar pedopsikiatr Boris Cyrulnik, hag 'n eus hentet ar gouarnamant evit dezhañ sevel e destenn lezenn, a ginnige eñ 9 sizhunvezh a ehan evit an eil den kar. Lakaet vo ar vuzul-se da dalvezout e diabarzh ar raktres lezenn kentañ da argantiñ ar Surentez Sokial. Koustiñ a raio war dro 500 milion a euroioù ouzhpenn bep bloaz d'ar Stad.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio