àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kurun, ur gevredigezh a-enep ur stign 4G e Sant-Kadou

Kurun, ur gevredigezh a-enep ur stign 4G e Sant-Kadou

Ne vo ket pell mui a-raog ma vo klasket sevel ur stign 4G e Sant-Kadou. Ha brasaat a ra ar wask war ar re a stourm enepti. Ar vourc'h, lec'hiet war gumun Sizun, a zo bet renket gant ar Stad evel un takad gwenn, hep rouedad internet na pellgomzer doug. Ha fiziet zo bet er stal Free ar c'harg da zegas ar rouedad eno. Mez lod tud Sant-Kadou o deus c'hoant e chomo o farrez a Menez Are ul lec'h hep re a wagennoù. Dibaoe kazi pevar bloaz e vez stourmet ganto enep ar raktres-se. E kerzh ar sizhunvezhioù tremenet eo fonnusaet al lusk : savet zo bet ur gevredigezh, Kurun he anv, ha lieskementet an aksionoù ganti. Dec'h c'hoazh e oa un darvoud war ar Menez Du, e kichen al lec'h ma vo staliet ar peul. Joel, hag a oa du-hont ivez, a zispleg deomp perak, ouzh mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio