"Le Carnet": ur ZAD 'zo savet 'vit saveteiñ 220 devezh arat douar
Ur ZAD nevez 'zo savet war bord al Liger nepell eus Sant-Nazer, 'ba ul lec'h anvet le Carnet 'zo e-tal Donges. Ur ZAD neuze diwar youl stourmerien 'zo 'bar stroll Stop Carnet. Anv 'zo distrujañ 220 devezh arat 'vit staliañ ur savenn da degemer stalioù a brodufe milinou avel ha kement 'zo. 116 spesad gwarezet 'zo war an dachenn ha 100 devezh arat douaroù gleb'vefe distrujet. Gant ar Porzh Meur 'zo 'ba Sant-Nazer eo renet ar raktres mañ. Selaouomp Nollig o chom 'ba Kernitron-al-Lann 'zo tost eus ar stourm.
Met n'eo ket peogwir 'zo ur varnadenn teurel maez ar zadisted 'vo posubl en ober 'noa kendalc'het Nollig. Met memestra 'zo dañjer 'vefe klasket dilojañ 'nezho, ur poent bennaket. ul lec'hienn 'zo savet 'vit displegañ ar stourm ha peseurt mod skoazell an dud a gemer perzh ennañ. 'Benn an 3 hag ar 4 a viz Here 'vo dalc'het ur gouel bras war blas.