àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Et les bretons créèrent Diwan", un deiz-levr war bloavezhioù kentañ Diwan

"Et les bretons créèrent Diwan", un deiz-levr war bloavezhioù kentañ Diwan

Ul levr a zo deuet maez nebeut amzer 'zo diwar-benn istor Diwan. E 2018 e oa lidet 40 vloaz ar skolioù kevredigezhiel da gelenn ar brezhoneg dre soubidigezh. Bremañ e seblant bezañ naturel hag anat gellet lakaat e vugel en ur skol o kelenn brezhoneg. E fin ar bloavezhioù 1970 padal, n'eo oa ket ken anat-se tamm ebet, pell a-se. Miliadoù a vugale a zo tremenet dre ar skolioù-se diaboe, ha sur-walc'h zo kalz anezho ha n'anavezont ket istor o skol. Krouet oa bet Diwan er bloavezh 1977 gant ur strollad tud deus Kemper deus un tu, hag unan all e Lambaol-Gwitalmeze. Du-se e bro Leon eo, eo bet krouet ar skol kentañ, gant pemp familh penneg kenañ. Ar re-se o do strivet evit gellet mont betek penn o huñvre. Pêr-Vari Mallegol a zo tad unan deus ar pemp bugel kentañ bet skoliataet e skol Diwan Lambaol. Divizet 'n eus kontañ e eñvorennoù deus seizh bloavezh kentañ ar skolioù Diwan. Asambles emañ gant e wreg Simone Salaun deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean. « Et les bretons céèrent Diwan » a zo ul levr dispar evit kompren e peseurt endro politikel, sokiologel ha sevenadurel eo bet krouet ar skolioù e brezhoneg. Talvoudus evit an holl re hag a zo tremenet dre Ziwan, bugale, kerent pe kelennerien, hag evit an holl re hag a zo dedennet gant an istor-se. Gant Yoran Embanner.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio