àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un trede skol Diwan a zo bet digoret e Kemper !

Un trede skol Diwan a zo bet digoret e Kemper !

Gant ar rouedad skolioù Diwan e oa dec'h un distro-skol dous ha c'hwerv. Deus tu bro c'hallo eo bet sarret skol kentañ derez Kistreberzh, un taol fall evit ar rouedad skolioù dre soubidigezh. Liammet eo moarvat gant ar fed eo bet diaes brudañ ar skol e fin ar bloavezh tremenet, gant enkadenn ar virus kurunenn. Keloù mat tre a zo deus un tu all war ar memes tro, euruzamant. E Gwened e vez digoret an eil lise Diwan gant ur c'hlasad an eil. Hag e Kemper e vez digoret un trede skol kentañ derez. Dont a ra Kemper da vezañ ar gentañ kêr o kaout teir skol Diwan. Dec'h, da zevezh an distro-skol, e oa Isabelle Assih maerez nevez Kemper oc'h ober tro un nebeut skolioù, ar skol Diwan nevez en o zouezh. Anna-Vari Chapalan a zo dilennadez kêr Gemper, en karg deus yezh ar brezhoneg. Yann Gwilhamot 'n eus bet krouet 5 bloaz 'zo ar gevredigezh da souten an trede skol. Vefa Gwenegan a zo en karg deus ar brezhoneg evit kumun Gemper. Camille Diquellou a zo skolaerez skol Diwan Kreac'h Gwenn.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio