400 den e Kastellin enep an uzin metanaat
N'eo ket ar metanaat ur mod da broduiñ gaz a c'hall padout! War dro 400 a dud 'noant manifestet a-enep ar produiñ energiezh e-giz se, disul tremenet. Bodet 'oant war bord ar ster Aon 'ba Kastellin lec'h 'oa c'hoarvezet ur gwalldarvoud 'ban uzin da vetanaat pempzektez 'zo. 400 000 litr a danvez "digestat" 'oa skuilhet eus an uzin anvet Kastellin 'bar ster Aon, un uzin hag a zo dalc'het gant Engie. An "digestat", pe koazhad, eo an danvez a chom warlerc'h bout treuzfeurmet plant, hañvouez, restajoù al lazh-tioù, e bio gaz. 'Pad meur a devezh 'noant gellet annezidi 51 gumun evañ dour ar c'hrog.
E-touez ar c'hevredigezhioù 'noant aozet ar vanifestadeg 'oa Dour ha Sterioù Breizh. Goulenn 'ra hi gant ar Stad hag ar strollegezhioù lec'hel 'vefe divizet paouez diouzhtu gant diorren an uzinoù metanaat 'ba Breizh. Ha war un dro 'vefe paouezet gant reiñ skoazelloù arc'hant d'ar re 'zo o kas raktresoù sevel uzinoù seurt se. E-touez an arguzennoù 'oa displeget disul 'vit sevel a-enep ar metanaat, 'zo diskouezhet 'vel ur mod propr da broduiñ gaz, 'oa arguzennoù agronomiezh. Selaouomp Goulc'hen Tomin, ur peizant bio war e leve eus bro Landerne.
'Ba Kommanna 'oa ar produer laez en soñj kreskiñ e dropellad saout eus 200 buoc'h. En holl 'nije bet 400 loen 'vit bouetañ e uzin da vetanat. N'eo ket disoc'h c'hoazh ar stourm a-enep ar raktres se.