àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Spluj: beajiñ e-bourzh ur vag skiantel gant teatr Piba

Spluj: beajiñ e-bourzh ur vag skiantel gant teatr Piba

Dizoleiñ ar vuhez war vourzh ur vag skiantel dre ar son, setu ar pezh a vez kinniget gant ar gumpagnunezh Teatr Piba, hag he abadenn « Spluj ». Berzh braz a ra an arvest, hag a vez o treiñ kalzig er mare-mañ. A-bennimerc'her e vo hi e Brest. Emañ Toni Foricheur, deus Teatr Piba, deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean, da gontañ domp penaos eo ganet mennozh an arvest dibar-se. Diskinnig : E meur a yezh eo an arvest « Spluj », evel peurliesañ gant krouidigezhioù ar gumpagnunezh Teatr Piba. Dimerc'her e vo kinniget an abadenn e galleg, da 4e30 ha da 7e30, hag en ur stumm divyezhek e brezhoneg hag e joualeg (galleg bro Gebek) da 6e. Gwelloc'h vez lakaat e anv a-raog mont dre ma n'eus nemet 30 kask evit selaou an abadenn. Gall a reer mont e darempred gant Teatr Piba dre vail : teatr.piba@gmail.com. E jadrin Segalen e Brest, a-huz d'ar porzh koñvers, eo e vo dalc'het an arvest ma vez brav an amzer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio