àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Efedoù tommadur an Hin war ar skorn-redennoù en Alpoù...

Efedoù tommadur an Hin war ar skorn-redennoù en Alpoù...

Efedoù tommadur an Hin war ar skorn-redennoù (glacier) en Alpoù a zo da viken. Koll zo gant skorn meneier brasañ Europa abaoe 150 vloaz, met aet eo war fonnusaat e kerzh an 30 vloaz tremenet. Ar bloaz paseet en doa ar Giek embannet un danevell o reizhañ war an tu fall kresk an tamperadurioù da geñver e zanevelloù kent. Senario « etre » ar Strollad Arbennigourien war an Hin zo bremañ ur c'hresk a 3°C a-benn ar bloavezh 2100. Met dizingal eo ar mod ma gresk an tamperadurioù hervez ar c'horn bro. En Alpoù eo kresket a 2°C dija abaoe 30 vloaz. E 2100 neuze ne chomo netra, kazi, deus ar 4 000 glasier a vez kavet eno. Estevan Chapman a zo ur Breizhad o chom en Alpoù abaoe 5 bloaz. Rannañ a ra e skiant-prenet deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio