àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Tri devezh Gouelioù Meur Kerne

Tri devezh Gouelioù Meur Kerne

Gant ar c'hleñved-red, eo bet nullet an holl c'houelioù ha festivalioù evit an hañvezh. E Kemper padal zo bet divizet gant aozerien Gouelioù Meur Kerne da sevel tri devezh abadennoù hag emgavioù tro dro da sevenadur Breizh. Ouzhpenn an dra-se, ne vo ket ar bloaz-mañ anavezet a rouanez nevez. Ael-Anna Maze, Rouanez Kerne 2019, a chom gant he c'harg evit un eil bloavezh. Disadorn, daoust d'ar glav, ur chant den bennaket deuet da zeskiñ penaos e vez staliet ar c'hoefoù e Kerne Izel, gant Raymond Le Lann. Koefoù peder bro a voe kinniget, bro c'hlazig, bro ar C'hab, bro Gemperle, ha bro an Aven. Ar rouanez hag he dimezelled a voe war al leurenn da skeudenniñ an displegadenn. Ael-Anna Maze a ziskoueze hi ar mod da fichañ koef bro C'hlazig. Ha goude ar brezegenn war ar c'hoefoù, zo bet dalc'het e Kemper ar genstrivadeg Biniou Herve ar Meur. 10 kouplad o deus sonet an eil re goude ar re all. Tonioù deus Kern Izel a zo e repertouer ar genstrivadeg-se, tonioù bale pe donioù trankiloc'h. 4 kouplad a voe renket er rummad binioù bihan breton. Ar c'houplad William Nikolaz ha Bastien Gevel a zo aet ar maout ganto. Hag er rummad koupladoù binioù braz Skosad eo Goulven Henañ hag Alexis Meunier emañ aet ar maout ganto.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio