Aet eo ar yezhoniour Elmar Ternes d'an Anaon
Deuet e oa ar yezhoniour alaman da labourat diwar-benn brezhoneg Enez-Groe pa oa-eñ studier e Skol-Veur Brest e 1967. War e hent en deus bet tro an enklasker da gejañ asambles ouzh Fañch Broudig hag a zo anavezet mat evit bezañ studiet a dost ar brezhoneg. Penaos e oa deuet Elmar Ternes da studiañ brezhoneg Enez Groe ? Respont gant Fañch Broudig deus mikro Neven Penneg.