àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Hentenn divyezhek : Dibab ar brezhoneg 'vel LVB e Lise an Elorn...

Hentenn divyezhek : Dibab ar brezhoneg 'vel LVB e Lise an Elorn...

Dalc'hmat 'ranker chom war evezh 'vit ma 'vefe ket roget ar plas bihan 'neus an hentennoù divyezheg galleg-brezhoneg 'bar skolioù, 'bar skolajoù pe 'bal liseoù. E fin ar sizhun dremenet 'oa bodet kerent ar vugale 'zo gant an hentenn divyezheg 'ba lise an Elorn 'ba Landerne. War an doser enskrivañ o bugale 'vit ar bloavezh 2020-2021 'oa ket posubl dibab ar brezhoneg 'vel eil yezh. ha dibab un trede yezh etre an alamaneg hag ar soazneg. Ranket klemm ha sevel! Petra 'zo c'hoarvezet? Selaouomp, da gentañ, Herve Maubian 'zo kelenner war ar brezhoneg 'ba lise an Elorn. 'Benn fin ar gont 'zo bet kavet un emglev etre ar velestradurezh hag ar gerent. Degemeret 'oant bet gant rener lise an Elorn ha cheñchet stumm an doser. Hudu c'hallo bout dibabet gant ar re 'vo e klas kentañ hag en eilvet klas e miz Gwengolo: Saozneg 'vel LVA, Brezhoneg 'vel LVB ha Kastilhaneg pe Alamaneg 'vel LVC.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio