Raktresoù kêr Rostren da heul an dilennadegoù kêr...
Bet eo eil tro an dilennadegoù-kêr. Disul 'oa bet dalc'het, evel-just, ha tammoù cheñchamantoù zo bet, e Frañs dre vras, gant perzh bras ar strolladoù a-gleiz, ekolojisted e penn alies, ha koll LREM war an dachenn. E kreiz Breizh zo cheñchet penn d'ar vazh ivez. Da skouer e Rostrenn, ma zo cheñchet tu, ar maer bet o vezañ skarzhet, hag ur skipailhad nevez o kemer plas, gant ar soñj cheñch politkerezh da vat. Ouzhpenn 54% deus ar mouezhioù 'oa aet gant al listennad, ha deut 'barzh triwec'h kuzulier diwar an 23 zo er c'huzul-kêr. Jean-Yves Flageul zo e-touesk ar re nevez deut 'barzh, hemañ da lâret deomp petra zo war ar stern bremañ.