àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur paotr yaouank a Borzh-Loeiz

Ur paotr yaouank a Borzh-Loeiz

Hiziv eh omp get Mazhev Coviaux, ur paotr yaouank a Borzh Loeiz, eñv ' gomzay deomp ag ar flim bihan ' deus savet evit filmoù-chakod, ur levrig "Anvioù-lec'h Porzh-Loeiz", e embregerezh hag a draoù 'rall c'hoazh ! Sonennoù : - Maxgonz - Morning Coffee - Filmoù Chakod - Manez ar Seizh Avel (ur lodenn) - Talisk - Farewell - Trezol an Enez (Danevell savet get Mazhev Coviaux) - Enrolladenn Elmar Ternes - Ar Gorrigez - Marie Tonnerre (CD3, 02 piste 6) - Joze Kalloc'h - Me ' zo ganet e kreiz ar mor - Latzen - Ze ingo xu Ar gorrigez - Marie Tonnerre (CD3, 02 piste 6) Me 'm beus klevet ur gontenn get meme pa oan yaouank c'hoazh. En amzer gent e veze gwelet ur gorrigez àr ar c'herreg, pa veze 'surtout' an dour izel. Hag e veze 'soi disant' éc'h en em gribat, get ur grib, àr ar goemon hag ar c'herreg. Hag un devezh se-ma hi daet da di ur vaouez hag en (d)oa ur c'hrouadur bihan. Ha hi 'n doa unan ivez. Ha hi 'n doa kaset he c'hrouadur da di ar vaouez-se, ha laket er c'havell ha kemeret kani ar vaouez hag er c'has geti. Ha hi veze marse durant ur pemzek deiz bennak get er gwelet er c'havell pa veze ket ar vaouez er gêr. Hag un droiad hi 'n doa ket kavet prop he c'hrouadur get ar vaouez arall. Ha se-ma hi daet an devezh àr-lerc'h d'er c'hlask. Ha hi 'n doa lâret dezhi "dalit, vilez, se' ho krouadur ha grait din ma hani" ha setu ema hi aet kuit get he c'hrouadur a oa e ti ar vaouez arall. Hag ar vaouez arall 'n (d)oa ket gallet anavout e-raok an amzer-se he hani-hi get kani ar gorrigez. Pandeogwir ar gorrigez a oa daet da glask he hani hag en (d)oa graet kani ar vaouez-se dezhi. Ha oaran ket petra oa paset àr-lerc'h. Kar an dra-se 'zo traoù hag en (d)eus 'n em baset gwerso. Ha marse me 'meus ket dalc'het soñj mui zo an dra-se. Me 'm beus klevet get ar re gozh, ar gorrigez a oa é chom 'dan ar mor. Ha moarvad un droiad, ur vag bennak en doa taolet an eor e jardin ar gorrigez. Ha hi en doa lâret, ar gorrigez d'an den-se, "Ma ne ziwallez ket ha eor, ama ! te welo get piv az fo afer ! Kar te feus fondet ma jardin ha oa legumaj ha bokedoù a-barzh !"
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio