àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Distro 'ba skolaj Diwan ar Relecq: serr e chomo ar c'houskva!

Distro 'ba skolaj Diwan ar Relecq: serr e chomo ar c'houskva!

Tro ar skolajidi eo distreiñ d'ar skol hudu. Daou viz 'zo 'oant bet rediet chom 'bar gêr gaozen d'ar C'hovid-19. Pep skolaj 'neus savet ur mont en dro evit gellout degemer ul lodenn anezho, da gentañ. 'Ba skolaj Diwan ar Relecq-Kerhuon eo ar re 'zo e 6vet klas 'adstago ganti ar beure 'mañ ha gwelet 'vo 'nezho warc'hoazh en-dro eno. 'Benn diriaou ha digwener eo ar re 'zo e 5vet plas 'adkavo o skolaj. En holl eo un tregont bennaket a vugale, hepken, en em gavo asambles bemdez. Ret 'vo gortoz fin ar miz 'mañ 'vit goar ma 'vo degemeret ar re 4re hag ar 3de araok ar vakañsoù hañv. Met ur skoilh 'sav 'bar skolajoù Diwan memestra, ul lodenn vat eus ar skolajidi 'chom da gousket 'ban hunva dre m'emaint o chom pell eus o skol. Diwar se 'neunt ranket ar renerien divizout tremen hep digeriñ ar c'houskva 'bar skolajoù 'blam da abegoù surentez hag aozañ. Muioc'h a displegadennoù gant Pascale Chevillard, renerez Skolaj Diwan ar Relec-Kerhuon. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio