Diskaret eo ekonomiezh Bro Liban!
Diskaret eo ekonomiezh Bro-Liban ha n'eo ket abalamour d'ar c'hleñved-red kovid-19. Kroget eo an enkadenn ekonomikel e fin ar bloavezh 2019. Ha n'eo ket aet an traoù war welaat. Gwasoc'h gwasañ e teu stad ekonomiezh ar vro da vezañ. Ouzhpenn hanter ar boblañs a zo bremañ o vevañ dindan feur ar baourentez. Abaoe un nebeud devezhioù eo krog en-dro ar manifestadegoù e Bro-Liban. Ar sizhun ziwezhañ oa bet lazhet un den gant an arme e-kerzh ur vanifestadeg e kêriadenn Tripoli. Youn ar Bris a zo gant ur bloavezh studi e kêr vBeyrouth, o studiañ emañ en 3 bloavezh an aotreegezh war ar skiantoù politikel. Displegañ a ra deomp gant peseurt spered emañ tud bro Liban da geñver o ekonomiezh. Selaouomp anezhañ ouzh mikro Neven Penneg.