17 Taol kastiz roet d'ar vanifesterien e Gwengamp...
Digwener 'oa ar c'hentañ a viz Mae. Un devezh gouel etrevroadel, ha n'eo ket gouel al Labour, evel 'vez embannet alies, met gouel al labourerien. Ur pezh diforc'h 'ta, rakkar 'vez lidet da-geñver an devezh -mañ, ar stourmoù bet gant labourerien e meur a vro da gas o gwirioù war-raok, pe vije evit a sell o gobroù, am amzer labouret, pe ar gwir da vezañ en ur sindikad, pe d'ober grev da skouer. Ha Digwener end-eeun ne oa ket ken aezet-se en em reiñ da glevet. War digarez ar C'hovid 19 e asant an darn vrasañ deus an dud reolennoù strizh ken ec'h int, hag a harz dionte d'en em vodañ. Memes tra e meur a blas 'oa savet tud, en ur doujañ da reolennoù kuit da'n em gavout klañv, met gant ar youl d'ober trouz dafer se. E Douarnenez da skouer 'oa bet ur pevar-ugent a dud war ar straedoù ha porzh ar Rozveur. Hag e Gwengamp 'oa bet manifestet en otoioù diwar galv ar CGT. Gant se, bihan ar riskloù da gas kleñved pe gleñved. Met ne oa ket bet deus santimant an holl memes tra. Gael Roblin, ezel deus ar CGT e Gwengamp, a gont dimp pelloc'h. gant TK