FRANÇOISE HARDY "L'amour fou" (2012) 1/5
Hanterhant vlez so he doa embannet Françoise Hardy he albom kentañ. A zisk da zisk he deus 'n em staliet ba bed ar chanson gall, skañv ha ral anehi, ha dow vlez goude La pluie sans parapluie e kenniga he 27ved pladenn : L'amour fou. Un taol-lagad da levr André Breton, dàet da voud iwe titl he romant kentañ, embannet àr-un-dro.
Amañ he deus labouret èl kustum, en ur zibab toniow braw hag efedus, komposet da skwer ged Calogéro (ar single kentañ "Pourquoi vous ?"), Alain Lanty ("Piano-bar") pe hoazh Thierry Stremler ("Mal au coeur") ha Julien Doré ("Normandia"). Savet he deus-hi lodenn vrassañ ar posiow, èl kustum iwe, mes amprestet he deus "Si vous n'avez rien à me dire..." ba skridow Victor Hugo.
Ged L'amour fou e faota dehi displegiñ penaos e kouezer lies, ha hrewez stumm hor personelezh, ba'n tourmant, a-gaos d'hor halonow boud piket peb gwezh ged ar re hor lakay da boaniiñ. Ha pezh so gwashoh hoazh : her gouied a ramp. Ged klasselezh e sikoura genomp kompren, moned ha doned etre "L'enfer et le paradis". An itron deus dalhmad kanet a-zivoud ar garantez, trist pe joaius, en ur mod melkonius d'ar liessañ : ne chañjay ket, ha vad a ra.
MICHEL BERGER "D'autres filles"
in D'autres filles (1963 . Pathé-Marconi)
ENRICO MACIAS feat. MICKAËL MIRO "Le mendiant de l'amour"
in Venez tous mes amis ! (2012 .
ALAIN CHAMFORT feat. SARAH MANESSE & MARINA D'AMICO "Palais Royal"
in Elles & lui (2012 . Mercury)
SHEILA "Pour sauver l'amour"
in CDsingle (2012 . Warner)
FRANÇOISE HARDY "Pourquoi vous ?"
in L'amour fou (2012 . Virgin)
CÉLINE DION "Moi quand je pleure"
in Sans attendre (2012 . Columbia)
Liammow an deiz
> Michel Berger
> Enrico Macias
> Mickaël Miro
> Alain Chamfort
> Sheila
> Françoise Hardy
> Céline Dion