àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Debriñ mat 'bar C'hap!

Debriñ mat 'bar C'hap!

Hervez ar sokiologour hag agronomour Eric Birlouez, n'eo ket cheñchet penn da benn modoù da vouetañ ar C'hallaoued gant al lajad klozañ. Evit an dud prederiet gant debriñ boued mat, e c'hellfe memes tra bout kreñvaet ar c'hoant mestroniañ 'pezh 'ya ganto. Oc'h ober gant produioù deus ar vro, da skouer, eme an enklasker war ar bouetañ. Claire Kariou, bet krouet ar gevredigezh CôteWaste ganti, he deus merzet an dra-se e bro ar C'hab da nebeutañ... Lâret a ra deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean penaos e ra ar broduourien evit gwerziñ bremañ. Gant Claire Kariou zo bet lañset ar miz-mañ un deiziataer ma vez kinniget listennad ar boued a vez produet gant labourerien-douar ar C'hab Sizun, bep miz. Gant ar c'hlozañ eo pouezusoc'h c'hoazh da bep hini gouzout e pelec'h resis kavout boued mat !

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio