Paouez gant al labour kuit da gas ar virus d'un tu d'egile 'bar vro...
Gant ar prantad klozañ gaozen d'ar C'hovid 19 'neunt ranket stalioù 'zo paouez gant al labour kuit da gas ar virus d'un tu d'egile 'bar vro. Setu 'pezh 'oa divizet dre gaer pe dre heg gant renerien ar stal kalvez anvet ar Ber 'ba Sizun ha n'eo ket dre diouer a youl da vont war ar chanterioù 'vel 'oa bet damlaret gant Murielle Penicaud, ministrez an ekonomiezh. Selaouomp Ewan 'zo penn an embregerezh gant e vreur evit goar penaos e tro an traoù gant ur stal vihan 'vel se. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.