Reolennoù ar votadeg er c'humunioù nebeutoc'h evit 1000 annezad dezho
A-bennisul e vo dalc'het kentañ tro an dilennadegoù-kêr e bro C'hall. Er votadeg-se e vo daou zoare da votiñ koulskoude, hervez m'emaoc'h o chom en ur gumun gant muioc'h eget 1000 annezad, pe en ur gumun gant nebeutoc'h eget 1000 den. Er c'humunioù braz e vez votet evit listennadoù sarr, hag eo al listenn a vo aet ar muiañ a mouezhioù dezhi a vo trec'h, hag an o ar muiañ a zilennidi er c'huzul-kêr. Ur c'humunioù bihan padal, e vez panachet al listennadoù war ar renk, evel e Sant Riwal. Muioc'h a zisplegadennoù deuc'hstu gant Michel Cluytens, danvez dilennad e Sant Riwal, emañ deus mikro Adrien Dewisscher.
Teir listenn a gaver ar bloaz-mañ c'hoazh e Sant Riwal, met cheñchamant a vo ar bloaz-mañ atav 'ta, pa ya Yves-Claude Gwilhou kuit, hag eñ maer Sant Riwall dibaoe ar bloavezh 1995. Goude pevar resped en eus divizet ar bloaz-mañ kuitaat e bost.