Feulsterioù ar boliserien e manifestadegoù Naoned...
En Naoned e kerzh ar fin ar sizhun zeus bet dalc'het meur a vanifestadeg, ha kontrol d'ar boazamantoù ez eus bet enebiezh gant ar boliserien. 250 maouez o deus kerzhet ur wezh kentañ disadorn vintin e kêr Duked Breizh ; 400 e oant o kemer perzh er gerzhadeg nann-vesket deus an noz, ur vanifestadeg gant maouezed nemetken, pe gwazed treuz-reizh. Ha disul goude-kreisteiz e oa 1 500 den er vanifestadeg voutin, evit ingalded ar gwirioù hag enep ar feulster graet d'ar maouezed. Sophie Gefard-Michel, bet o vanifestiñ disul, a lâr deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean penaos e oa sioul an dibunadeg, betek ma vefe bet bannet gaz warno...
Ul lodenn vat deus an dud o deus kuitaet ar vanifestadeg goude an eksemmoù gant ar boliserien disul. Aet eo goude-se an nebeut kantadoù a voe aze c'hoazh dirag ar sinema Gaumont, war dro 6e, da huchal luganioù. « Polanski violeur, Césars complice ». E kreiz ar gaoz war an droug graet dar maouezed emañ ar sinema er mare-mañ, ha n'eus ket bet disoñjet da reiñ e lod d'ar sevener bet tamalet dezhañ gwall meur a vaouez.