àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Adreizhañ al leveoù: implijet eo ar mennad 49.3 'vit degemer al lezenn

Adreizhañ al leveoù: implijet eo ar mennad 49.3 'vit degemer al lezenn

Degemeret eo raklezenn war adreizhañ al leveoù gant ar gannaded dec'h. Daou vennad disfi a-enep ar gouarnamant hag e diviz lakaet e pleustr ar mennad 49. 3 'oa bet kaset gant strollad deputeed an tu dehou eus un tu ha strollad en tu kleiz (PS, PCF ha LFI) eus an tu all, kement 'mañ 'oa dec'h. N'eo ket bet degemeret ar mennadoù gant ar gannaded 'zo 'bar vodadenn vroadell. An tu kreñv o vout a-du gant gouarnamant Edouard Philippe hag al lezenn war al leveoù. Disadorn 'oa divizet lakaet e pleustr ar mennad se 'vit lmakaat da dremen al lezenn war ar retret. Ur mod 'vit ar gouarnamant chom hep studiañ an holl vennadoù kaset gant an tuoioù enep: muioc'h 'vit 40 000. Hervez ar gouarnamant ha kannaded an tu kreñv (La Rem) eo ur mod da stankañ an adreizhañ fell da kas da benn. Bremañ eo d'ar senedourien da studiañ ar raktres war al leveoù 'benn miz Ebrel. sañset 'vo degemeret penn da benn araok an hañv. Abaoe tri miz 'zo miliadoù a dud 'zo savet a enep ar raktres: ur sistem leve hollvedel ha dre boentoù. Dec'h 'ba Brest 'oa bodet un daou c'hant bennaket a dud dirak an isprefeti 'vit diskouezh n'int ket evit degemer diviz ar gouarnamant lakaat da dremen o raktres dre heg 'vel se. Selaouomp Lena Katalan, ezelez eus strollad FO ha labourereez war un dro.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio