Peseurt aodoù e Europa a vo beuzet en amzer da zont ?
E penn kentañ ar sizhun 'noa embannet an Ajañs Europad 'vit an En-dro kartennoù da diskouezh peseurt tachennoù c'hallfe bout beuzet gant ar mor en amzer da zont 'blam da dommadur an hin. Kartennoù savet diwar studiadennoù graet gant ar Giec. En Europa an hanternoz emañ ar broioù lec'h 'zo ar muiañ a zañjerioù 'vefe beuzet alies tre lodennoù eus an arvor 'benn ar bloavezh 2100. 'Ba Breizh 'vez soursiet eus ar gudenn-se ivez.
'Ba Gwiseni, da skouer, 'zo kaset ul labour da studiañ ar mod ma cheñch an aod dibaoe ur pempzek vloaz bennaket. Tost bemdez 'pa 'zo devezhioù gant reverzhi bras 'vez eveshaet dig ha tevinier ar C'hurnig. Al labour-se 'vez kaset gant Nicolas Loncle, 'zo karget a gefridi Natura 2000. 'Vitañ, en em soñjal war dem ar morioù o sevel n'eo ket nevez 'ba hanter noz Bro-Leon. Deus mikro Erwan Blanchard.