'Benn diriaou 'vo kinniget e rak lezenn war ar yezhoù bro gant Pol Molac
Ur c'hinnig lezenn a vo kinniget gant Paul Molac dirak ar Vodadeg Broadell diriaou (goude warc'hoazh). Ar c'hinnig lezenn-se a zo troet war-zu an Ñ hag an deskadurezh dre soubidigezh. Ar sizhun ziwezhañ 'oa bet kinniget gant Paul Molac e raktres lezenn dirak ar c'huzul stad. Distrujet oa bet e raktres lezenn gant pennoù bras gouarnamant bro Frañs. Diriaou e klasko kannad 4e pastel bro ar morbihan difenn e c'hinnig lezenn dirak an Hémicycle e Pariz. Selaouomp Pol Molac deus mikro Neven Penneg.