àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Derbi War raok Gwengamp FC an Oriant...

00:00 / 00:00

Derbi War raok Gwengamp FC an Oriant...

War dachenn Roudourou 'oa dalc'het an derbi etre War Raok Gwengamp hag FC an Oriant da geñver 24re devezh kampionad Lig 2 melldroad. Ha disadorn goude merenn eo paotred Gwengamp 'zo bet trec'h war ar skipailh 'zo e plas kentañ ouzh ar renkadur. 2 da 1 'vit an Dregeriz eo disoc'h ar c'hrogad. Ha justig eo bet ar jeu gant Gwengamp 'vit gounit kar an eil pal 'zo bet plantet e poent diwezhañ ar match gant Youssouf M'Changama. Un taol kaer eus perzh ar Wengampiz o doa mestroniet ar jeu disadorn. Selaouomp Fabris, supporter FC an Oriant, 'oa aet bihan e galon e fin ar c'hrogad. Gant Erwan Blanchard. Tro 'peus bet da glevout Fabris Kadou, supporter FC an Oriant, ha warlerc'h Jerome Koad ha Helory Le Gall-Carre, daou supoorter eus Gwengamp. E plas kentañ ouzh ar renkadur 'chom FC an Oriant en desped d'ar c'hrogad bet kollet disadorn. 51 poent o doa gounezet ar Verlued 'baoe penn kentañ ar bloavezh. Bremañ emañ War Raok Gwengamp e 7vet lec'h ouzh ar renkadur gant 35 poent. 2munutenn.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio