BAT FOR LASHES "The haunted man" (2012) 1/5
Goude dow albom, Fur and gold e 2006 ha Two suns e 2009, en deus kresket mad brud Natasha Khan hag he raktress Bat For Lashes er bed a-bezh. Ar Saoses (an hanter ag he orinow ba Pakistan) deus embannet e 2012 The haunted man, hennezh a vez gwelet àr ar golo, àr he hein, ken noazh èlti, ur poltred braw tennet ged Ryan McGinley, mar plij !
Ar vaoues yowank deus bepred kavet he awen en he hunvreow, etre ar goulow hag an teñwelder, dow du ar vuhez, dow du Mab-Den. Etre Björk ha Kate Bush en he laker lies, ar levesoniow-se vez kavet dalhmad ba kanennow so ba'n albom, mes voiajiñ a ra pelloh Natasha Khan, etre luskow-meuriad ("Horses of the sun") ha kan mod-sakr ("Lilies"), mouezhiow-paotred mod-soudard ("The haunted man") pe an titl instrumantel "Deep sea diver", hag ur blijadur vras ew 'n em leuskel d'he heuliiñ. An anwiow-bihan a blija dehi ataw : a "Laura" ha "Marilyn" e kaosea an taol-mañ, an toniow efedussañ sur'walh hag ar re e-leh e tiskoueza brawite ha nerzh he mouezh.
A-hed ar bleziow hag ar pladennow eh a àr-raog Bat For Lashes, èl reson, mes àr-he-gwarigow, goustadig, ha sontil ew ar chañjamantow-hent enta. Seblantiñ a ra boud hañval, ha newazh e voulja, ken douss èl ar hazh àr an erh, ewid hon ambroug beteg donder he spered.
SADE "Smooth operator"
in Diamond life (1984 . Epic)
JESSIE WARE "Running"
in Devotion (2012 . PMR . Island)
NEIL YOUNG "For the love of man"
in Psychedelic pill (2012 . Reprise)
GONZALES "White keys"
in Solo piano II (2012 . Gentle Threat)
BAT FOR LASHES "Laura"
in The haunted man (2012 . Parlophone)
Lehiennow an deiz :
> Sade
> Jessie Ware
> Neil Young
> Gonzales
> Bat For Lashes
> Ryan McGinley (poltredour)