Kollok No Border warc'hoazh: ar sonerezh poblek hag an niverel!
Festival sonerezh poblek ar bed 'zo dalc'het 'ba Brest abaoe ar fin ar sizhun 'mañ: No Border e anv. Evit an navvet gwech eo kinniget ar pezh mell gouel. Kaset eo gant meur a c'hevredigezh 'vel Drom, Breizh World Sound pe c'hoazh Ar C'houartz. Ouzhpenn sonadegoù 'zo kinniget da geñver No Border: prantadoù en em soñjal gant ar c'hollok, aozet gant Drom, 'vo dalc'het warc'hoazh ha digwener: an tem 'vo displeget ar bloaz 'mañ eo ar plas 'zo gant an teknologiezhoù nevez 'ba bed ar sonerezh hengounel. Louisa Barat 'zo gant ur servij keodedel gant Drom 'ro un nebeut displegadennoù deomp.
Ur brezegenn war ar mod da dreuzkas sonererzh hengounel dre ar c'han da vare an teknologiezhoù niverel. Ouzhpenn prezegennoù 'vo kinniget, ivez, atalieroù war dem an niverel 'benn digwener. Memes devezh 'vo posubl dizoloiñ strolladoù da geñver ur showcase 'bar C'houartz, aozet gant Breizh World Sound: Arn', Dour-Le-Pottier quartet, Descofar, Ludjer pe c'hoazh Muga. Evit goüt hiroc'h war ar programm beket fin ar sizhun kit war lec'hienn No Border. Gant Erwan Blanchard.