àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

« Help, mon enfant parle breton » !

« Help, mon enfant parle breton » !

« Help, mon enfant parle breton » ! Berzh a ra levr Katell Leon ha Maud Auvrignon : tost da 1 000 skouerenn 'zo bet gwerzhet hervezh Katell Leon dibaoe 'meo bet embannet al levrig e fin 2018. 'Vit kerhent bugale 'zo o teskiñ brezhoneg ba'r skol eo bet skrivet ar c'hant pajennad bennak-se. Ga'r pal da lak anezhe d'implijout un neubeut brezhoneg 'ba'r vuhez foran gant o bugale. Un droiadig 'zo kroget d'ober Katell bremañ 'vit eskemm ga skolidi ha kerhent 'zo diwar-benn ar skoliatañ e brezhoneg. Pezh 'hell 'bout ankenius 'vit tud zo 'oezont ket hon yezh. Un tamm skoazell 'noa bet c'hoant reiñ dezhe Katell, 'vel pezh 'mañ o vont da lâr diouzh mikro Gwenvael Delanoe.(Fenoz 'vo 'ba St Hervlan e Bro An Naoned 'vit kinnig he levr ha dreistholl eskemm ga'r gerhent diwar-benn an dalc'hoù o deus gant o bugale. Warc'hoazh noz 'vo graet memes tra 'ba'n Oriant da 8e30 'ba sal Allende.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio