àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Diriaou 15 a viz Kalañ-Gouiañv

Diriaou 15 a viz Kalañ-Gouiañv

Hiriv 'zo bet klevet Eujen Goater, tad Jan-Mari Goater, hag a zo e penn embannadurioù Goater. Aterset oe bet durant saloñs-levrioù Plistin, get Tomaz Laken ag RKB. Selaouit da 36' Un diouer bras a plasoù 'zo da lakaat ar vugale e magourioù e brezhoneg. Ar vagouri kentañ oe bet digoret e Gwened e 2011, unan all a zo bet digoret nevez 'zo e Roazhon, hag ur raktres all a zo da zigoriñ unan e Brest. Muioc'h da c'houzout a-zivoud stad an traoù get ken-brezidant ar gevredigezh Babigoù Breizh Erwan Ollivier, doc'h mikro Gwenvael Delanoe. Klikit da 21' àr an enrolladenn a-us! Benn disadorn e vo lidet deiz ha bloaz ur paotr n'oe stourmet evit sevenadur ya yezh ar vro, ar c'hontour ha kanour Maurice Poulmarc'h, er fest-noz aozet get skipailh Nevez amzer Kastell-Nevez. Muioc'h a zo da glevout a-zivoud ar paotr, hag an darvoud, get Yann-Bêr Guyader ag RKB, selaouit da 10' Ouzhpenn ar vretoned 'zo! Setu kronikenn Benjamin Bouard ag Radio Kerne, hag a gont muioc'h deomp hiriv a-ziàr ar Garaïmed, ur pobl yuzev ha turk. Selaouit da 31' C'hui he glev bep yaou en abadenn vitin Pikous Dibikous, ar vedisinez Gael Pedron staliet e Gwareg, hiriv e tispleg petra hi deus ranket gober evit bout medisin. Selaouit da 1e06 ar gronikenn Yec'hed Ha setu tro-lavar ar sizhun! Selaouit Teñzor ar brezhoneg komzet da 7' Tonioù: - Maija Kauhanen, Pinnalla - Laboratorium Piesni, U Lisi - Daouad Sylvain Barou/Ronan Pellen - Sona Jobarteh, Mamamuso - Yann Tiersen, Tempelhof

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio