àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dimerc'her 14 a viz Kalañ-Gouiañv

Dimerc'her 14 a viz Kalañ-Gouiañv

Yann-Klaod ar Ruyet, kemer a ray perzh e Kolok Ar Falz a vo dalc'het benn digwener e Montroulez. An tem a zo Breizh, petra 'zo choarvezet er vro, e-menn emañ an dalc'h ha petra 'zo tu gober evit gwelaat an traoù, petra eo ar galloudoù disheñvel hag a lak an dishingalded da vout brasoc'h c'hoazh etre an tiriadoù, hag an dud. Selaouit da 5' e penn kentañ an abadenn. Ar gevredigezh Difenn hag « Emglev bro Douarnenez » a ginnig daou zervezh staj emzifenn e brezhoneg. Petra eo an emzifenn ? Ar respont gant Kami, ezel ar gevredigezh ouzh mikro Morgane Bramoullé, ag Radio Kerne. Chom a ra plasoù evit kemer perzh er staj emzifenn feminist e brezhoneg penn da benn e Douarnenez e fin ar sizhun. Staj digor d'an holl merc'hed adalek 16 bloazh. www.difenn.bzh Selaouit doc'h an atersadenn adal 21' Ronan Tremel oa kelenner war ar brezhoneg e Pariz er bloavezhioù 1970 ha 1980. A-drugarez d'ar stourm kaset gantañ hag e studierien e oa bet degemeret ar brezhoneg evel danvez-studi e skol-veur Vincennes e 1974. Ar skol-veur-se oa bet savet da heul darvoudoù miz Mae 68. Ronan Tremel a zispleg deomp hiziv pesort mod e oa bet roet lañs d'ar c'hentelioù brezhoneg e Bro Bariz er bloavezhioù 70. Kronikenn Tomaz Laken ag RKB Ar brezhoneg a zo o tont àr e giz a zo bet skignet 35' àr lec'h penn kentañ an abadenn. "Desibel", anavet gwell c'hoazh get ar simbol dB. Muzuliet e vez live-son un trouz pe ur son get an unanenn-se. Penaos e vez termenet an desibel? Ar reskont get Loeiz Belleg, en e gronikenn Ar Hentoù an Antroposenn, da 1e03 ! Disul oa deiz diwezhañ Gouel Bro Plistin. D'echuiñ ar sizhunvezh gouel e oa kinniget da dud ar vro ober un dro er saloñs levrioù aozet bep bloaz gant ar gevredigezh Dañs Treger. Er mintin-mañ omp bepred asambles gant embannerien ha skrivagnerien, Riwanon Kervella a oa aterset get Tomaz. Selaouit da 40' Petra 'zo da c'houzout mard oc'h anvet Morvan ? Setu displegadennoù Serj Bozeg, da 13' Tonioù : - Menguy/Berenguer, Cailín Na Gruaige Báine - Krismenn, N'om gustummiñ deus an deñvalijenn - Tristan Le Govic Trio, Ar jao du - Dusty Springfield, Son of a preacher man - Teir, Bilhedoù Du 2

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio