Gouiet pelloc'h a-ziàr brezhoneg bro Gwened.
Disadorn e oa bet savet ur staj « hentoù treuz » e Kervigneg evit dijoleiñ ar fesonioù dishenval a vez da gomz brezhoneg e bro Gwened. Da vitin e oa roet ur seurt kentel ha d'enderv e oa bet an dud é gomz get brezhonegerion a-vihanik. An digarez eo evit an dud nevez desket ar yezh gete da vonet e tarempred get tud koshoc'h ha da labourat o feson da gomz. Klevamp Nikolaz en deus heuliet ur stummadur hir e brezhoneg e miz gwenoloñ paset. Mes selaouamp da getañ doc'h Maksim Krahé hag a oa e penn ar staj, get Yaelle ar Mouel.