Un devezh manif e Frans a-bezh
Un devezh harz-labour ha manifestadegoù a oa hiriv, diwar galv ar sindikadoù CGT ha Solidaires. Ma n'eo ket bet unvanet an holl sindikadkoù, e oa ar pal memes tra bodañ an holl tachennoù micherel enep da raktresoù lezenn gouarnamant Emmanuel Macron. Pe vefe labourerien ar publik, ar prevez, studierien, pe tud war o leve.
Rannoù sokial divoutin a zo bet gwelet ivez, gant labourerien an energiezh, pe c'hoaz stourmerien evit ZAD Kernitron al Lann. E Roazhon zo bet lusk : war dro 5000 manifester o deus dibunet e kêr, en ur leuskel war o hent livadurioù war werinier an tier-bank, a-raog en em vodiñ war blasenn De Gaulles evit kas un emvod meur asambles. E Kemper eo bet kalz trankiloc'h ar jeu. Nebeut a dud met un aergelc'h hañv. 700 a dud o deus dibunet e kêr, evit erruout betek ur barbecue aozet gant izili ar CGT. Maxime Touze, kelenner, a oa er vanifestadeg. Emañ deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.