E-kreiz prantad ar ramadan eh omp.
Un termen a-bouez bras evit ar vulzumaniz er bed a-bezh. Pemp million a dud e Frans dre vras a heulia ar ramadan. Ur miziad pedennoù, hep debriñ nag eviñ e-pad an deiz. Hrevez ar loar e vez lakaet deizioù ar ramadan. Ar blez-mañ neuze e kouezha durant an hanv. Hocine Nedjar zo muzulman, gober a ra ar ramadan ha displeg a ra deomp e heller kendac'h get ar vuhez hag ar labour n'ur zebriñ hag eviñ da noz hepken, en despet d'an amzer duemm. Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel.