Digwener 'oa roet Prizioù Dazont ar brezhoneg e Karaez
. Hag aet ar maout gwezhioù zo gant tud gortozet mat, ha gwezhioù all gant reoù dic'hortoz. Yann Ber Pirioù zo bet priziet evit e levr « divaskell da nijal kuit »; hag ar film « fin ar bed », sevenet gant Nicolas Leborgne,; Kleub Rugbi Gwened er rummad embregerezhioù; Gwarez Filmoù Breizh e Brest evit ar c'hevredigezhioù; pe c'hoazh sindikad park naturel an Arvorig evit priz ar strollegezh.
Er rummad pladennoù kanet eo Krismenn 'ni 'neus tapet ar priz evit e bladenn « 'n om gustumiñ deus an deñvalijenn »;
Un tamm kemenn nevoa da lâret, evel 'vo klevet, met da gentañ, Stephanie Stoll, prezidantez Diwan, 'deus-hi bet ar priz « Brezhonegerez ar bloaz ». gant Tugdual Karluer.