àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Linenn Brest-Kemper : achu eo ar labourioù.

Linenn Brest-Kemper : achu eo ar labourioù.

Goude ur bloavezh labourioù, eo adkroget an trenioù da ober al liamm etre Brest ha Kemper. War ar bloavezhioù diwezhañ e oa deuet an hent-houarn da vezañ re gozh. N'helle ket an trenioù mont buhanoc'h eget 60 kmad/e etre Kemper ha Landerne. Bremañ e ya buhanoc'h en dro, hag e zo muioc'h a eskemmoù etre Kemper ha Brest. 9 mont-ha-dont a vez bep devezh ar sizhun bremañ, e plas ar 6 a oa a-raog. Ur sizhunvezh 'zo, disul, oa bet lidet digorradur al linenn adnevezaet. Un digorradur war an ton braz gant an dilennidi, mez ivez tud boutin oc'h implij an tren pa oa digoust an devezh kentañ. Bernez Rest a oa en o zouezh. Ezel ar gevredigezh APMR eo (Association pour la Promotion de la liaison Morlaix-Roscoff). O klask ober gant an transportoù boutin, un implijer reolieg al linenn Kemper-Landerne eo Bernez Rest. Roet en eus e soñj da Dunvezh Wlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio