Evezhiañ AREVA en he labour kempenn al lorgnez
30 vloaz goude, e vez netaet dañvezhioù radioaktivel gant AREVA e Breizh. Ar stal-se eo a glask uranium evit an industriezh nukleel e bro C'hall, pe e Nijeria bremañ. Er vro amañ emañ perc'hen war 39 mengleuz c'hoaz, holl sarret dibaoe 1984. Ar pep brasañ outo a zo e bro ar Roue Morvan. Dañvezhioù kontamet a zo chomet koulskoude, dasparzet un tammig pep lec'h, gant liveioù skinoberiegezh o vont betek 40 gwezh a live naturel. Hervez ar C'hRIIRAD, un aozadur emren oc'h enklaskiñ hag o titouriñ war ar radioaktivelezh, zo aze ur riskl pa vezer o chom tal kichen war hir-dermen.
Ar gevredigezh Roz Glas, a zo bet krouet evit ma vo anavezet dañjeroù ar mengleuzioù kozh. Fanny Chauffin, unan deus he izili, a ziskriv stad an traoù.