àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Sikour get ar magouri "Youn ha Solena"

Sikour get ar magouri "Youn ha Solena"

E bro Naoned e c'hell ar c'hrouadurioù bihan klevet brezhoneg a hed an deiz dibaoe un nebeut sizhunvezhioù bremañ. Posubl eo dre c'hras d'ur gevredigezh, « Youn ha Solena », o tegemer ar vugale dindan 4 bloaz. Lañset oa bet ganto ar raktres mikro-magouri e brezhoneg e 2013, ha pevar bloavezh 'zo bet ezhomm evit ma vefe digorret al lec'h da vat. Staliet zo bet ganto dija ul leur blot, 'n eus koustet 11 000¬ eñ e-unan. C'hoant neus bremañ ar skipailh mont pelloc'h : krouiñ ul liorzh evit gounid legumaj e permakultur, ha prenañ beloioù ha c'hoarioù war ar maez evit ar vugaligoù. A-benn tizout o fal o deus ezhomm argant, 3 464¬ evit bezañ resis. Ur c'hrowdfunding zo bet lakaet e plas ganto dre al lec'hienn internet Ulule. Bez o deus an dud betek diryaou o tont evit sikour ar gevredigezh da argantaouiñ he labourioù. Lena, unan deus an implijidi, a zo deus mikro Morgan Bramoulle e Radio Kerne evit kinnig magouri al Liger-Atlantel...

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio