Keleier 5e30
@@@Muioc'h a gwirioù evit ar gopridi a labour en embregerezhioù bihan@@@
Ar gopridi a labour en embregezhioù bihan o deus alies kalz nebeutoc'h a gwirioù eget ar re all. Mont a raio un tamm war roak o gwirioù adaleg fin ar bloavezh 2012 pa o do kemeret perzh, evit ar wech kentañ, en dilennadegoù micherel. A-drugarez d'ul lezenn bet votet e 2008, a zispleg deomp André Le Gars, eus ar CFDT
@@@mirdi ar rezistañs@@@
Ur sizhun zo 'oa bet igoret mirdi ar rezistañs e Sant Konan, nepell deus Gwengamp. Ur mirdi lakaet war vord ar stang nevez, ma oa bet taer an emgann etre rezistanted « maki Koad Malouen » hag an alamanted, e 1944.
Aziliz Sotain zo hencherez er mirdi, un tamm kinnig 'nezhañ ganti
@@@ An tramway igoret 'ba Brest@@@
Igoret eo an Tramway 'ba Brest ha e chome digoust hiziv c'hoazh ar beajoù war al linenn gentañ ha nevez flamm. Ur cheñchamant bras eo an tram 'vit ar Vrestiz hag annezidi BMO ! Aesoc'h 'vo 'vit mont ha dont deus Plouzane betek Ikea 'ba Gwipavaz. Beteg-hen eo 900 karr-boutin hag 6 000 oto a dreuze ar c'hreiz kêr bemdez. Tri bloavezh labour 'zo bet ezhomm 'vit sevel ar 14 km a hent-houarn. Tri million a euroioù ha pevar ugent 'zo bet postet 'ban Tram.
Disadorn oa deuet millieroù a Vrestiz betek ar c'hreizh kêr 'vit gellet dizoleiñ ar mekanik-nevez 'vo implijet ha n'eo ket un tamm hepken. 50.000 tremener 'zo gortozet bemdez. En o zouez 'vo kavet ar vrestadez Klervi Abalan.