àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Digwener e oa an darvoud « Climat de Fête » e Gwened.

Digwener e oa an darvoud « Climat de Fête » e Gwened.

Un devezh savet get izili ar gevredigezh « Clim' actions Bretagne Sud » hag a stourm evit lakaat an dud da ansav eh a an hin àr dommaat hag a glask diskoulmoù evit beviñ en ur zoujiñ doc'h an douar. Pedet o doa 1500 a dud yaouank, skolajidi ha liseidi anezhe, da zonet da eskemm get Pierre Rabhi. Unan ag ar re getañ eo bet e Frans é tiwhenn ur labour-douar peizant ha doujus doc'h an en-dro. En devezh-se e oa bet pedet tud arall da gas kaozeadennoù get ar re yaouank, èl Roger Abalain dre skwer. 15 vlez 'zo en deus graet e soñj beviñ en ur mod simpl ha tost doc'h an natur. Staliet eo get e familh e Plarnel, e penn un dachenn vihan, 8 buoc'h enni, Ouzhpenn kement-se int emren a-fed dour hag energiezh. Roger Abalain doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio